Gauleiter

Gauleiter a oa un den e penn an NSDAP en ur rannvro hag e penn ur Reichsgau (pe Gau), ur rannvro velestradurel en Trede Reich. Heñvel eo stumm ar ger en unander hag el liester, en alamaneg. Ar Gauleiter a oa an den uhelañ en urzhiadur ar strollad nazi goude ar Reichsleiter, hag a oa an den uhelañ dindan ar Führer. E-pad an Eil Brezel-bed, ne c'halle ket un den mont da vezañ Gauleiter nemet pa veze anvet er renk-se gant Adolf Hitler e-unan.

Ardamez evit kirri ar Gauleiter.
Aramezioù renk evit ar Gauleiter ha Reichsleiter, a-raok ha goude kemmoù ardamezioù e 1939.

Diwar ar 44 Gauleiter a oa en NSDAP e dibenn ar brezel, trizek en em lazhas pa godianas Alamagn nazi hag eizh a voe lazhet gant ar Gevredidi ur wech echuet ar brezel. Unan a voe lazhet gant an SS hag unan a varvas e dalc'h ar Soviediz. E 1954, pa voe embannet e eñvorennoù gant Karl Wahl, eizh a oa steuziet c'hoazh, tri a oa en toull-bac'h ha dek a oa dishual.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search